Rage (c'hoari video)

Rage
c'hoari video, esports discipline
HeuliadRage Kemmañ
Heuliet gantRage 2 Kemmañ
Tachennracing video game, first-person shooter, vehicular combat game, post-apocalyptic video game Kemmañ
Ti-embannBethesda Softworks, Square Enix, Aspyr Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Deiziad embann4 Her 2011 Kemmañ
SevenerTim Willits Kemmañ
SonaozerRod Abernethy Kemmañ
Review score70/100 Kemmañ
DiorroerId Software Kemmañ
SavennXbox 360, PlayStation 3, Microsoft Windows, OS X, iOS Kemmañ
Operating systemiOS Kemmañ
Software engineid Tech 5 Kemmañ
C'hoariustedC'hoari video unc'hoarier, c'hoari video liesc'hoarier Kemmañ
Input devicetouchennaoueg, touchscreen Kemmañ
Diaz embannDVD, embannadur niverel Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
Renkadur PEGIPEGI 18 Kemmañ
Renkadur USKUSK 18 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://rage.com/ Kemmañ


Rage (stilizet en RAGE) zo ur c'hoari video tenn doare first-person shooter sevenet gant id Software, hag embannet e miz Here 2011.

Ar c'hentañ gwech ma voe diskouezet ar c'hoari a oa bet e-stumm un tañva teknikel d'an 11 a viz Even 2007, e-pad an Apple Worldwide Developers Conference, hag embannet e oa bet ofisiel e vefe eus ar c'hoari d'an 2 a viz Eost 2007 e-pad at QuakeCon. Rage a implij lusker video id Software anvet id Tech 5, ha bez e voe ar c'hoari ziwezhañ da vezañ embannet gant an embregerezh renet gant ar c'hrouer John Carmack.

Istor Rage a dremen en ur bed peurzistrujet en dazont. Goude kouezhadenn an asteroidenn 99942 Apophis war an douar ez eo bet freuzet aozadur ar bed evel ma oa. Ar c'hoarier a c'hoari an dudenn Nicholas Raine, ur soudard bet lakaet da goañvaat en ul lestr-egorel evel milieroù a dud all. Al listri-se a tistro war an Douar goustadik goude ur c'hantved en egor. An aozadur ofisiel nemeti hag a a zo a vez graet The Authority anezhi. Klask a ra an aozadur-se adpakañ an holl dud o tistreiñ eus an egor war ar voulenn-zouar evit laerañ dezho teknologiezhioù ha dre ma oant bet kemmet genetikel. Eus un tu all ar c'hoarier a vez taget gant gangoù a-bep seurt hag o deus savet rouantelezhioù bihan. Ar c'hoari a zo bet deskrivet evel un adkemer evit ul lod eus ar film Mad Max 2, hag eus ar c'hoarioù video evel Fallout ha Borderlands[1].

  1. Ocampo, Jason (d'an 3 a viz Eost 2007). QuakeCon 2007: Rage First Look. GameSpot. CBS Interactive. Kavet : d'an 30 a viz Meurzh 2017.

Developed by StudentB